Romulus ha Remus
Romulus ha Remus eo diazezourien vojennel Roma. E mitologiezh Roma gozh e oant gevelled, bugale da Rhea Silvia ha d'an Doue Meurzh.
Mojenn Romulus ha Remus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bugaleaj
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rhea Silvia a oa merc'h da Numitor Silvius, roue Alba Longa, ur gêr vojennel krouet gant Ascanius, mab Aeneas, priñs Troia. Pa zeuas Amulius, breur Numitor, da vezañ roue dre nerzh, e reas ur Vestalenn werc'h eus Rhea Silvia, hag e-se n'halle ket homañ genel bugale hag a c'hallje bezañ roue en e lerc'h. Met an doue Meurzh a orgedas ganti ma c'hanas gevelled, Romulus ha Remus. Kastizet e voe Rhea Silvia ha bac'het. Taolet e voe he daou vugel en Tiber, met ar vatezh karget d'o beuziñ he devoe truez hag o lakaas en ur baner a yeas gant red an dour. Kavet ha maget e voe Romulus ha Remus gant ur vleizez ha gant ur gazeg-koad. Denañ a raent laezh ar vleizez. Kavet e voent diwezhatoc'h gant ur bugul, Faustulus, a zesavas anezho.
Diazeziñ Roma
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant Romulus ha Remus e voe savet kêr Roma. Romulus a lazhas Remus avat en un emgann.